youadennou a deue eus ar gampr tostâ deomp. Sevel a rejomp buan da c’houzout petra voa ar jolori-se. Dor ar gambr a voa digor, ha Simon a Vontroulez a antreas hep fêçon, hac e voe souden heuillet eus a galz a dud, pere a voa deut ivez dre ar memes rêson. Caout a rejomp ur goas e fulor, pehini a zalc’he eus un dorn e vreg dre he blêo, ha gant eben e scoe gant un tam cador en devoa torret en e goler, var ar valeuruses. Ar vreg paour a grie sicour eus a nerz e c’horf, hac he buguelic a grie ivez misericord, en eur delc’hel a vriata morzed e dad maleurus, evit e ampech d’ober droug d’e vam guèz. Qenta tra a rejomp, a voe da zifframma ar valeuruses eus a zaouarn he bourreo, pehini a redoublas a goler, o velet ec’h ampechemp anezàn da c’hoari vas. Expliqit dìn eta, eme Simon, petra a sinifi an tapach-se a rit ? — Ah ! eme ar vreg maleurus, en eur vouela druz : an dra-se a zisqeus ez oun ur viserables da veza oblijet da veva gant un den disacret evel ennes, hac ho pije rentet servich dìn en eur lezel anezàn d’am peur-laza.
Epad se, an ozac’h a eonenne gant fulor, hac a vlasfême horrubl.
Sonjit, autrone, eme ar vreg, peguen glac’harus eo dìn-me guelet ur seurt miserabl en eur memes stat, diou, teir guech ar sizun, ha se evit un netra : hirio, abalamour ma zeo en em appercevet em boa dastumet, heb lavaret dezàn, ur guenneguig benac a gostez, evit ampech m’en devije o evet tout, — Cetu eno ur