Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
Simon

ar re ancien. Mes evit ar gonsommatourien pere o deus aoun da veza tromplet, ar pez a so o paoues caout lec’h amâ a dle er prouvi, mar credent e zint nebeutoc’h exposet en eur brena livriou qentoc’h eguet kilogrammou, boutailladou elec’h litrou. Mar carfe peb-hini ober ar pez a dleer evit adopti generalamant ar poeziou hac ar muzuriou nevez, an oll evit sur a c’honesse. Gouzout a ràn certen penaus ar fêçon ancien a dremeno antieramant ; mes perac en em briva a volonte vad demeus a un avantach a behini ec’h eller tenna ur profit bras, qen êzet ha qer buan ? Desirout a ràn e teufe an disput en deus bet lec’h amàn, da servich da guentel d’an oll dud so amâ presant ; ha var se, va mignonet, e lezàn ac’hanoc’h da resilia ho marc’had etrezoc’h.





CHABISTR XXXI.


Simon a Vontroulez a ro conseillou evit douguen sicour d’an dud beuzet, d’an dud asphixiet, d’an dud scornet, d’an dud croguet gant chaç clàn, d’an dud ampoesonet, ha d’ar re a vez cazi maro gant corfadou güin-ardant.


Goude se en em rentjomp en hon hostaliri, e pelec’h e voa calz a dud. Qerqent ha m’hor boe coanniet, e tostajomp d’an tân. Simon a Vontroulez a remerqas un ozac’h guisqet en du, hac e c’houlennas ountàn : Petra, va mignon,