Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
a Vontroulez.

unan benac eus ho tud oc’h eus-hu bet ar maleur da goll ? — Allas ! ia, va Doue ! Eiz dez so e voa va breur paour o tistrei deus ar foar, hac e coezas er rivier, elec’h ma voe beuzet ; gouscoude ne voa qet chommet pell ebars en dour, rac o veza clêvet se, e redis buan var ar plaç, hac e voe douguet d’ar guêr. Clêvet hor boa lavarat ec’h ellet laqat an dud beuzet da zont en buez en eur laqat o fenn d’an traon, a ispill o zreid, hac o teurel dour clouar en o guinou, evit laqat dislounca an dour a voa antreet er c’horf ; Mes allas ! se na ras netra, rac ar c’hèz-Doue a voa maro aoüalc’h.

Selaouit, va mignon, ha c’houi oll ive, rac qement den a so a ell renta ur servich mad, pa en em gav an occasion, ha dreist oll pa ouzer ar fêçon d’en em guemer.

Gallout a rêr renta d’ar vuez un den beuzet, meur a heur goude ma ve bet chommet en dour. Mar cavit un den beuzet, hastit a fo da glasq ur medecin ; cetu amàn, da c’hortos, ar pez a eller ober etretant :

Arabat eo laqat an den beuzet a ispill ous e dreid, na laqat antren na dour na güin en e c’hinou, arauc ma ello eva. Ret e vezo pellât ar foul deus an ty, ha beza pemp pe c’hoec’h den evit douguen sicour ; neuze e vezo divisqet, torchet mad, ha destumet en un tapis gloan. Mar deo ebars en amzer dom, ec’h eller en exposi en eol, en ur c’holo dezàn e benn ; mar deo ebars er gouân, e vezo placet a gostez da un tan flam, goude er beza frottet mad, bete ma vezo