Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
a Vontroulez.

a sonch ec’h ellint beza tromplet gant ar varc’hadourien pere n’int qet honest. An eil hac eguile o deus gaou egalamant : da guenta, va mignonet, ar varc’hadourien a voar ervad o deve calz nebeutoc’h a boan o tisqi anavezout ar poeziou hac ar muzuriou nevez, eguet na guemeront bemdez da ober calculiou dies bras, da bere ec’h oblich ar poeziou hac ar muzuriou ancien. Ne zeus netra êzetoc’h eguet ar pez a gompos ar fêçon nevez da boeza ha da vuzuri, fontet var an accord decimal. Evit sur e zeo calz êzetoc’h ha primoc’h calculi grammou, hectogrammou ha kilogrammou, eguet livriou, tri c’hartouronou, anter-livriou, cartouronou, anter-cartouronou, onçou, etc.

Nac a boan speret ho poe alies o tisqi an dra-se, coulz hac ar reglennou chiffr, pa vijec’h oblijet da galculi dinered, guenneyen ha livriou ! Rancout a rêc’h clasq daouzec diner da ober ur guennec, hac uguent guennec da ober pevar real pe ul livr. Brema ne zeus nemet ar franc hac ar çantim. P’oc’h eus ur som bras da additioni, en moneiz, dre exempl, an daou chiffr diveza, separet dious ar re-all dre ur virgulen, a so çantimou, hac ar chiffrou a gleiz dêc’h, a so pêvar realet pe francou.

Lavarat a reot dìn na ententit netra er gueriou-se ; mes, ne velàn qet petra o deveus a ziessoc’h eguet ar re-all. Petra a gavit-hu eta a zifficiloc’h er guer mètr eguet er guer goalen ? Qement a livirit a vez mad, ma vez qestion, er c’hontrel, da ramplaci ar muzuriou nevez dre