Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
Simon

gounit ur reputation capabl da sicour ober afferaou mad. — An dra-se a ell beza ; mes gant se, Rannou neo qet nebeutoc’h coqin evit se, a denn nebeut ha nebeut va fraticou diganén. — Ah ! cetu aze un dra fachus, Neuder. Mes, selaouit : ma carfec’h va c’hredi, neo qet en ur lavarat drouc ous Rannou ec’h alfec’h trapout c’hoas ho praticou. Marteze memes e zeo se ur voyen d’o fellât buannoc’h. — Goas a se ! ne ràn câs a se, hac e lavarìn bepret d’an hini a garo, e zeo Rannou ur frippon. — Neuder ? c’hoant oc’h eus-hu e lavarfen dêc’h e meus guelet en un tu benac un affer a voa calz hénvel ous hoc’h hini ?

Beza voa en eur bourg ur marc’hadour hac a rê afferaou mad. Ne voa nemetàn deus e gommerç ; mes ar gonsommation a voa considerabl aoüalc’h evit laqat da veva daou varc’hadour all eveltàn. Qementse a roas sonch da un all da zont da chom d’ar bourg. Pa velas an hini qenta an dra-se, ec’h imaginas lavarat calz a zroug dious ar marc’hadour nevez ; e humor fall a laqas tec’hel e braticou ; an anvi a sortie deus e zaoulagad ; er guelet a rejot o tont da veza treud en nebeut amzer ; anfin én e-unan a voe ar penn-caus eus e revin. Abandoni a rejot e stal, rac receo fall a rê an oll, hac en em appercevjot e voa guevier qement a lavare deus eguile. Anfin, dont a eure d’ar poent da gueza er vizer, m’en devije cuntinuet e gommerç. Guerza eure e oll varc’hadourez, hac en em dennas. An hini voa deut en e c’houde, en em