Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
123
a Vontroulez.

guemeras en ur fêçon control. Proposi a eure memes d’an hini all, ober afferaou assambles ; receo a rê an dud gant honestis, hac ec’h eure e gommerç evel un den a fêçon. Aben nebeut a amzer e afferaou a zê brao en dro, hac e rejont ur fortun vad o daou.

Etro pad se, ar jalous a dreutae hac a velenne bepret en e hermitach, rac an anvi so ur c’hlénved terrubl. Boneur an daou varc’hadour all a voa ur suppliç evitàn ; na elle clêvet comz dioute hep en em laqat e coler. Anfin, ur preòn crigner en devoa en e galon ha n’er c’huittae mui na deiz na nos. Ar fêçon infam-se deus e bers, a bellâs an oll dioutàn, ha ne gavas memes mui den da zelaou e zizesper hac e goler. Anfin, dont a eure da ur seurt poent a humor fall, ma voe obliget d’en em guza mezusamant, rac qerqent ha ma vije guelet, e tisqeuzet anezàn gant ar bis, en ur lavarat : Cetu aze an anvius ! Neo qet evidoc’h, Neuder, e lavaràn an dra-se, da viana ; gouzout a ràn ervad na ellit qet beza hanval ous ar maleurus-se ; mes hepqen evit disqeus dêc’h e zeus muioc’h a avantach o chom a accord vad gant ar varc’hadourien all, eguet beza jalous an eil ous eguile, hac en em decria. Ret mad eo d’an oll beva. Elec’h ma zeus daou blaç, perac na vez nemet unan oc’h occupi anezo ? An ingin so ur pez douar a apparchant d’an oll hac a ell peb-hini labourat. Arabat eo c’hoantat tout evidomp. An hini a fell dezàn dastum tout, a echu e-unan dre goll tout. Clasq hon revin hon-