Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
a Vontroulez.

gavet mad oc’h heuill ar guentelliou fur ho poa roet dìn. — Eh bien ! Glodic qèz, charmet oun da veza evit un dra benac en da voneur. Arça, pa veli da dad, na vanq qet da ober va gourc’hemennou dezàn, ha bez sur e zìn da leina ganêc’h, abars pemzec deiz ama. Qen a vezo ar c’henta, va mignon Glodic.





CHABISTR XXIX.


Simon a Vontroulez a gomz dious an anvi, hac a souten penaus an anvius na larda na ne binvidica qet.


Goude beza quittêt e vignon Glodic, Simon a Vontroulez a yas da velet unan eus e braticou. Ar marc’hadour-se en devoa ur min fall ; ul liou melen a voa var e visach, treud e voa eston, e ziou chod-a voa creuz, hac ur fêçon grignous ha chagrinus meurbed en devoa. Ho servicher, Neuder, eme Simon. — Bonjour, Simon, eme ar marc’hadour, en ur c’hrosmolat. — Ac’hanta ! un dra benac a rimp-ni hirio ? — Nan. — Penaus-ta, Neuder, ne za qet eta ar bed evel a guirit ? — It da dy ar c’hoqin Rannou ; ennes eo a ra an oll afferaou amâ — Perac er c’halvit-hu coqin ? Me meus bepret cavet en devoa fêçon un den honest. — Oh ! neo qet dre voyenou honest e c’honezer qement all a arc’hant ! — Gredi a rê dìn, gouscoude, Neuder, e voa an honestis ur voyen vad aoüalc’h evit

11