Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
Simon

na gousqer qet qen mad goude : labour elec’h en em amusi, ha ne pezo qet a chagrin da vancout. Na c’heus nemet coeza clàn en hent, ma c’heus dastumet un dra benac, ne vezi qet obliget da vont d’an hospital. En eur rêsoni evel-se, tad Simon, e credàn beza pellêt eus meur a ziotach, pere am bije ellet ober, da viana hep reflexion. Hac ouspen se, alies e sonjen em zad qèz, pehini en devoa guelet ac’hanòn o partial gant confianç, hac a zeport va distro evit lezel e stal ganén, hac en em reposi. Qementse tout so bet caus e zeo goarnisset mad va yalc’h. Bet a meus ivez ar blijadur da renta meur a servich da gamaradet. Gouzout a ràn mad va micher, hac emeus disqet mad anavezout an houarn a bep qalite. Lavarat a rìn dêc’h ivez, tad Simon, penaus, elec’h caout chansoniou sot, em boa em sac’h an Devez Mad, an Doctrin Gristen, an Instructionou Christen, eus a here e lennen bep mintin ha bemnos ur chabistr benac. Beza am boa ivez, evit en em recrei, ar Pautr Côs Richard, ar Gonferancou Curius hac ar Pêvar Mab a Emon, pere a gaver e Montroulez.

Mes, poent eo dìn êchui, rac hast ameus, evel el lavaren dêc’h, da vont d’ar guêr : ur vech all e cozeimp hirroc’h.

Qement a c’heus lavaret dìn, Glodic qèz, eme Simon, a ra mil blijadur dìn. Lavaret mad a renn atao, e pije grêt ur pautr a-fêçon, hac e velàn n’en doun qet en em dromplet. — Eleal, tad Simon, tleout a ràn lavaret dêc’h emeus bet alies sonch diouzoc’h, hac e zoun en em