Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
a Vontroulez.


Na zalejomp qet pell, hac evel ma voemp en hent, e rancontrjomp un enterramant. Calz a dud a voa, ha dreist oll, daou zen yaouanq güisqet en du, hac a vouele dourec. En em arrêti a rejomp, hac e tenjomp hon tocou gant respet epad ma tremene. Simon en devoa c’hoant gouzout piou e voa an hini a zouguet d’an douar, hac en em adressas evit se da un den a valee tost d’an enterramant, e doc var e benn. — Ur fermier eo deus ar barros, a behini ar maro neo qet ur goal goll, eme ar paysant. — Gouscoude, eme Simon, e tisqeuzer caout qeuz dezàn, rac calz a dud so en enterramant, hac a so oll contristet. — Possubl eo se ; mes evidòn-me na meus nep qeuz dezàn. Un den vil e voa, hac em boa ur proces gantàn. E varo da viana a royo dìn repit, rac e vugale so minoret, ha ne yelo qet buan an affer en dro. — Ah ! evit se eo eta en em rejouissit demeus a varo an den-se, ha na dennit qet ho toc, evel a ra an oll ? Sellaouit : ar gundu-se deus ho perz na ro qet ompinion vad dìn deus an droajou a bretantit caout en ho proces ; ha pa vezo gouezet ho cundu amàn, marteze ho parnerien a elfe sonjal fall ouzoc’h. Ul lachete vras eo attaqi memor ar re varo, rac ne allont qet en em difen nac en em justifia. A bep amzer e voe un dever sacr renta an enoriou diveza d’ar re ne maint mui, peguement benac memes e vent bet hon adversourien. An hini a vanq d’an dever-se, n’en deus qet ur santimant goal huel nac ur galon re vad. Me meus c’hoant credi oc’h eus nebeutoc’h a vi-