Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
112
Simon

gnonet er barros-mâ eguet n’en devoa an hini maro, ha na jouissit qet eus a ur consideration goal vras. — An dra-se a elfe beza, eme ar paysant, en humor fall ; peb-hini a ra evel a entent. — Hac a so güir, eme Simon ; mes peb-hini ivez a so estimet herves ar pez a ra.

En em laqat a rejomp neuze en hent. Me garfe ervad, eme Simon, guelet disparissa eus hon toues an disterra direspet en enterramanchou. E certen contreou eus a Vreiz e rën c’hoas custumou hac a so dign d’ar muia tout demeus ar sauvaget. Un devez en em gavis en ur villagen, e pelec’h e voa un den maro. An enterramant a voe grêt convenablamant, sepet ma voe grêt fall ha disclos oll an arched, ar pez a leze guelet corf an hini maro, pehini ne voa qet anter lianet. Heuill a ris an anterramant betec ar vered. Pa voe disqennet ar c’horf er fôs, e tiguezas d’an toul beza re vian, hac e tistrois va daoulagad gant horrol, en eur velet an touller o tisqen en toull hac o sailla var an arched evit e laqat da antre. Mes, ne voe qet se c'hoas tout. A boan e voe êchu an offiç, ma redas an dud a gaon d’an hostaliri, da eva da yec’hed an hini maro. E vab hena a voe forcet ivez da vont gante, evit beza test eus ar seurt debauch-se, ha da eva gante, en ur voela, da yec’hed e dad ! Ur seurt arvest abominabl am revoltas qement, na voen qet mestr da guzat an horrol a inspire dìn, hac e lavaris hep menajamant ar pez a sonjen var ur c’hustum qen indign eus ur c’hristen. Peb-hini en em