Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
Simon

dra, ha se oll a dle beza disqet deomp e zeo ret beza fur, hac ober an oll Sacrifiçou possubl evit conservi un dranqilite precius. Neo qet güir se, va mignonet ?

Girod. — Oh ! rêson vad oc’h eus. Clêvit, va mignonet : goude qement en deveus lavaret deomp an tad Simon, e ven avis da rei hor moueziou da…

Ur Fermier all. — Mad evit… ; un den o anavezet mad evit caout calz a verit, hac e zomp certen e zo un den honest.

Girod. — Ma, tad Simon, fachet bras oun n’en doc’h qet imposet aoüalc’h, rac evit sur m’em bije roet va mouez dêc’h.

Simon. — Eh bien, va mignon Girod, gallout a ràn assuri dêc’h n’ho pije qet en roet da ur Breton fall.





CHABISTR XXIII.


Reflexionou camarad Simon a Vontroulez var ar respet a dleer da gonservation ar monumantchou public.


N’hor boa nemet neubeut a amzer da chom er Roc’h, hac ec’h ejomp varzu Landreguer. Epad ma voa Simon a Vontroulez occupet da ober e droyou, e zis da velet chapel Sant Euzen hac an ilis cathedral, eus a bere em boa clêvet comz alies. Chom a ris da gontempli hac an