Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
a Vontroulez.

disurz. An dud nebeut sourcius, na dalvezont netra qenebeut ; rac ar garg a deputet a exich beza oazus, ober attantion, hac en em rei oll da vadou ar vam-brô. Repeti a ràn dêc’h amàn, ar pez a lavaren er bloa tremenet d’am mignonet electourien a Landivisiau : It, va mignonet ; ït d’an assamble electoral ; un dever eo evit peb den a so galvet gant al lezen. Mes laqit eves mad d’ar pez a reot. N’en em lezit qet trompla gant tud intrigant. Tleout a rit gouzout guell eguet den ar pez a faut dêc’h : daoulagad ha diouscouarn oc’h eus evit anavezout an dud ; rac se grit herves ar pez ho pezo guelet ha clêvet hoc’h-unan. Petra vanq dêc’h evit difen ho troajou ? Tud hac a anavez ervad hoc’h oll ezomou ; tud hac a zo attachet dêc’h, ha pere na sacrifiint qet hoc’h interest d’o interest o-unan. Choazit ar re-se, hac ho pezo rentet servich d’ar gouarnamant ha dêc’h oc’h-unan. Ar Chart a so ur vouez hac a lavar dêc’h : Cetu aze ho troajou, hanavezit ha conservit anezo. Qement a so en em gav enni : d’an dra-se eo e tleomp en em attachi. Pa anavezo an oll Vretonet ar gonstitution, evit e c’harout hac e difen, neuze e vezimp bras ha crén.

Girod. — Cetu aze so lavarat mad, tad Simon, ha sonjal a reomp oll eveldoc’h. Me vouie ervad en devije roet Simon deomp un avis mad benac. Pell amzer so en em anavezomp, neo qet güir, va c’hamarad côs ? ha meur a dra hon eus guelet abaoue se, a drugare Doue.

Simon. — Ia, sur ; guelet hon eus meur a