Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
a Vontroulez.

diabars hac an diavès, hac e santen ur joa vras o velet da viana ne voa qet bet nemeur a dra distrujet, en amzer ma zoa evel ur blijadur distruch qement a draou caër. An dra-se a zigaças sonch dìn deus ar pez en devoa guelet Simon ober en e vrô da Sant Jacqes ha da Sant Christoph, coulz evel d’ar groas huel meurbed a velet e penn ar c’hoc’hi. Daou ozac’h a deuas d’am c’haout, hac a c’houlennas ouzìn ous petra e sellen. Eleal, va mignonet, sellet a ràn eus an traou burzudus a veler dre amâ ; rac e-meur a blaç e zeus bet distrujet qement a draou caer, ma zeo ur rarentez guelet ar re so conservet. Qement e zeo afflijant guelet distruch monumantchou public, pere a apparchant d’an oll, mes da zen e particulier ; qement oll e seblant enorabl ha dign eus ur bobl sclêrigennet mad, da respecti ha da gonservi eus a bep outrach ar memes monumantchou-se, pere a attest er memes amzer, gloar, pinvidiguez hac ingin ar vrô. Guelet emeus e meur a barros e Breiz, ur c’halvar caer, ilisou distrujet ; disperset e zeus a bep tu traou precius a apparchante dezo. Eh bien ! hirio an deiz e clasqer repari an darn-vuia eus an destructionou grêt en un amzer maleurus ; peb den honest a dle eta en em ampressi da renta an disterra tam en defe, rac en interest an oll eo se. Beza e zeus ivez e meur a dy var ar meaz scrijou ancien, eus a bere na denner nep seurt parti ; Eh bien ! cassit-e d’ao A. Lédan, Imprimer e Montroulez. Neuze, mar talvezont ar boan, e vezint imprimet, hac