Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
a Vontroulez.

daou vignon. Ractal mac’h appercevas ac’hanomp, e savas en e za, en ur lavarat gant ur joa vras : Ah ! parbleu, va mignonet, emezàn, d’ar re a leine gantàn, cetu amâ un den na vezo qet a re, hac a royo deomp un avis util benac. Bonjour, tad Simon ; joa vras a meus ous ho quelet ; penaus a rit abaoue ar bloa tremen ? Mont a rit da leina ganeomp, hac e lavarot deomp ho santimant var an affer a occup ac’hanomp. — Gant plijadur, mignon Girod ; gouzout mad a rit n’en em lezàn qet pedi evit se. Arça ta, guelomp, a betra eo qestion ? Lavarit dìn hoc’h affer da guenta.

Ar Fermier Girod. — Ret ê deoc’h gouzout, tad Simon, penaus e zomp bremâ en amzer an electionou. An daou vignon-mâ a velit, ha me, a bae tremen daou c’hant livr contribution, ha dre se e zomp electourien. Tleout a reomp er c’henta devez en em renta en assamble electoral, hac e voamp o tiscuti var ar pez a dleomp da ober.

Simon a Vontroulez. — Eh bien ! Peseurt tud a gontit-hu da hénvel ?

Girod. — An dra-se eo justamant ar pez n’hon eus qet c’hoas arrêtet. Cetu amâ listennou digasset deomp, na ouzomp qet a belec’h ; hac evit sur, na anavezomp qet e nep fêçon an hanoyou-se.

Simon. — Evit petra en em ambarrasfec’h-hu eus al listen-se, ha demeus a dud pere na anavezit qet ? Tud ho prô a anavezit mad ? Cetu aze qement hac a faut. Gouzout a rit piou eo

9