Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
Simon

darn all inginus, hac en em amus da ober c’hoariellachou evit ar vugale, hac a vez güerzet mad er c’hæriou. Anfin, pa vez ententidiguez ha bolontez vad, e rêr implich eus a dout. Mes an hini a ya da gousqet hep sonch, a zifun hep ressourç. Mar cuntinuit da ober evel a rit, e vezot messaerien evit ar re-all epad ho puez ; mar grit evel a lavaràn dêc’h, e vessaot evidoc’h oc’h-unan un deiz da zont. Differanç so etre an dra-se, neo qet güir eta ? Mes differant eo ivez pe labourat pe chom da ober netra. Yaouanq oc’h, ha noc’h eus qet ho tivrac’h hac ho taouarn evit nonpas en em servicha eus anezo. Dont a reot da veza côs ; arabat eo en em laqat e câs da lavaret : Perac n’a meus-me qet grêt an dra-se-hont ? Credit ac’hanòn, va mignonet : chenchit a fêçon, hac a ben ur bloavez benac amâ e lavarot : Elleal, an tad Simon a Voutroulez en devoa roet deomp un avis mad, hac hon eus grêt mad er selaou ha senti outàn.





CHABIST XXII.


Conseillou fur pere a ro Simon a Vontroulez da electourien en em rente d’an assamble electoral.


An deiz varlerc’h ec’h errujomp en ur ferm vras, etre Pontreo hac ar Roc’h, e pehini en em arrêtas Simon a Vontroulez. E poent lein e voat. Ar fermier en devoa gantàn ouc’h taul