Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
a Vontroulez.

a elle caout seitec vloaz, a voa astennet dindan ur vezen, hac a seblante anter-gousqet. Simon a Vontroulez a dostas outo hac a lavaras dezo : Me grêd, va mignonet, noc’h eus qet aoun e teufe ar blei da baqa unan benac eus ho saoud, pa zeo güir e cousqit qen tranqil. — Bah ! eme an bini bras, en eur frotta e zaoulagad, ne zeus qet a zanger ; ar blei ne deu qet dre amâ ; hac ouspen-se, ar c’hy so tost, hac hon avertisfe. — An dra-se a ell beza, eme Simon ; mes gant se tout, ne alfec’h-hu qet implija hoc’h amzer en ur fêçon muioc’h util evidoc’h ? Aoüalc’h oc’h eus deus an nôs evit cousqet. Epad ma tioüallit ho saoud, pere na occupont ac’hanoc’h nemet un nebeut, e zeus meur a dra a alfec’h da ober. — Peseurt traou eta, autrou marc’hadour ? — D’abord, ma oufac’h lenn, ec’h alfec’h tremen un heur benac d’en em instrui eus a draou util. Beza zeus levriou a zisqfe dêc’h penaus qemer soign demeus an anevalet, evit tenna ar muia profit diouto. Pa vouifec’h an dra-se, ha pa ho pezfe cresqet danvez ho mestr, e paefe muioc’h ac’hanoc’h. Goude ec’h alfec’h c’hoas en em occupi eus a labouriou bian, a bere ar profit a vez evidoc’h. Guelet a meus messaerien eveldoc’h, en eur dioüal o loened, elec’h cousqet evel feneantet dindan ur vezen, a dremene o amzer da dressi plous evit ober tocou, pere a verzent ur pris mad. Evit exempl : me va-unan, ma ho pije bet tocou, em bije o frenet diganêc’h, hac e vije qementse gonezet evidoc’h. Beza e zeus