Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
Simon

a verit ar muia ho confianç, etouez ar re a bae ar cens goulennet ?

Girod. Ia sur, tad Simon ; se eo ivez ar pez a sonjen ; n’eo qet ret deomp mont da garga eus hon interest, tud a here n’hon eus clêvet biscoas comz.

Simon. — C’hoant oc’h eus-hu e lavarfen pere eo ar re a dleit desirout da henvel ? Mar oc’h eus er vrô ur perc’henner mad benac a vez anavezet evit carout e vrô, pehini en defe sicouret an dud maleurus, a vez eus ur c’haracter fur ha tranqil, a dremen evit caout ur speret sclêrigennet : ennes eo a dleit da garga deus hoc’h interest ; rac certen oc’h e tifenno mad anezo. Gouzout a rit-hu penaus e zeo ur güir gaer a ro ar gonstitution dêc’h, en eur lezel ac’hanoc’h da henvel er guis-se hoc’h-unan tud pere a dle ober al lezennou da bere e tleit oboissanç ? An dra-se a zisqeuz dêc’h penaus ar c’hontributionou na vezint james crénvoc’h eguet ezomou ar gouarnamant, ha na dremenint qet ho tanvez. Beza zeus tud hac a neglich da vont d’an assamble electoral evit jouissa eus ar güir precius-se. Ar re-se so tud goal indifferant d’ar mad general ha d’o interest o-unan. Gant plijadur e velàn, va mignonet, n’en doc’h qet eus ar seurt tud-se, hac e sonjit seriusamant en affer important-se. Mes evel ma zoun o paouez en lavaret dêc’h : ret eo ober ur choas mad ; an dra-se so meurbet necesser. Ret eo, dre exempl, dioüal da henvel pennou foll, pere na gavont o mad, nemet en dragas hac en