Me ’c’h a da stagan eun tamm kordennig ouz ar gador-man ha, pa deuio da azean warni, e chachin war ar gordenn, hag ec’h ey al Luch koz war e gein d’an traou, e dreid en êr ! Ze gaso, marteze, an derzien dioutan hag e boan-benn arôk.
(Klevet a ra evel unan bennak o tostat hag ec’h a kuit).
Na pebez pil-dour ! daoust d’am disglaoier, n’eus ket eun neudenn zec’h ennon ! Ec’h an bepred da lakât eur chupenn all, ha goude vo gwellet… Ahan ! hirie, ’velkent, n’eus ket gret a zizurz en ti ! Marvat, eman breman al lapous fall etre daouarn pôtred Mari Robin. Ma ! dare on da gredi penôs, arôk pell amzer aman, ec’h ouvefomp tra pe dra.
Ya ! Ya ! ne welan tres ebet, e ve bet aman an amprevan en dro-man. Mar gint krog an archerien en e groc’hen ec’h a da vean gret eun tamm skol d’ar marmouz fall-ze !
Ac’hanta, Luch ar Bitouz, bet eo sioul an treo aboue ?
Ya ! Ya ! ôtrou ha well a ze ! rak e oan da vont da goll ma skiant.
Ma, well a ze, da vihanan !… Met al louarn a zo bepret o redek… Kaer hon deus bet klask ha goulenn du-man ha du-hont, digant heman ha digant hen-hont, n’hon deus ket diverret kalz aboue. E oamp o vont trezek koad ar Roz-koat da welet c’hoaz, hag hon deus sonjet, en eur dremen, dont e ti… Kenavo bremaïk, ne refomp nemet mont ha dont. (Hag int arôk).
Ac’hanta ya ! Et da wellet !… Berr e vo ho tro, ar Roz-koad a zo aze e kichen… Ha bet ar vadelez, pa distrofet, da zont c’hoaz da rei kelou d’imp. (Hag ec’h a da gichen an tân da zec’han e zillad).