Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


VIIIet PENNAD
MARI BIKAOUIK — hag AR BOBALEON
Ar Bobaleon

Ac’hanta, Mari, penôs ’man kont gant an treo ?… Setu aman eul lizer evidoc’h.

Mari Bikaouik

Eul lizer ! eul lizer ! Hag a belec’h ha digant piou ’ta, ma Doue !

Ar Bobaleon

Me n’oun ket, plac’h kez !… Met pôtr al lizerou a zo o paouez hen rei d’in da rei d’ac’h.

Mari Bikaouik (eeen eur lenn al lizer)

Eul lizer digant hon ôtrou koz, diwarbenn hon dilojadeg !… Ha ma gwaz n’eman ket aman !… Daoust hag hen n’eo ket arru c’hoaz ?… (Sellet a ra dre ar prenestr). Nann, ne welan ket anean… Well eo d’in mont da welet e pelec’h eo manet… Piêrig a zo adkrog en e gousk… ha gant se, e c’hallin bean dinec’h eur pennad. (Ec’h a de vont ermêz).

Oh! met glao a ra !… Ec’h an da gas eun disglaouier ganin… hag unan all d’am fried. (Tapout a ra daou) gant an aoun da vean treuzet… da dapout klenved c’hoaz marteze… Gredan ket e renkfen mont gwall bell… Ec’h an da welet, memes tra, betegout !… (Mont a ra kuit).


IXet PENNAD
AN ANKELC’HER

Pa ’m oa lâret d’ac’h e vije bet eun tamm bourd aman !… Me ouie awalc’h ! Ar paourkêz Luch ar Bitouz kemeret, war vetek nebeut, da zod !… Oh ! hollâ ! eul lapin !… E oant o vont da ober friko, an daou goz !! Goude ma deus re da ober… pa n’int ket evit paean o gour-mikel !… Ha Piêrig bihan ’zo kousket ?…

Ac’hanta, bet zo jeu ha c’hoari aman…. met bean vo c’hoaz ! Ec’h et da welet ;… Ar pôtr bihan !!

… Heman a gousko kenkoulz dindan an dôl vel en e wele. (Lakat ra Piêrig dindan an dôl war eur c’holc’hed).

Hag al lapin-man, arôk bean laket er pod, ne raio ket a zroug d’ean mont eun tamm war ar plun !… Lakomp anean eun tamm er c’havel, da welet (hen ober a ra).

Aze !… mat !!… Ha breman, pesort tro a rafen me c’hoaz d’an daou diod koz !!… Gwelomp eun tammig. Ahan !… kavet am meus !… Luch ar Bitouz, marvat, vo skwiz bremaïk, pa arruo, hag a fello d’ean, me gred, azean ’vit diskwizan war ar gador aman…