Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

Gret ’vel ma lâr ar furnez, hag en em gavfet bepred êzet. Ha bremam, Luch ar Bitouz, kenavo ’vit an deiou, ha gwelloc’h yec’hed d’ac’h.

(Ar medisin ac’h a kuit).

Luch ar Bitouz

Kenavo, otrou, ha bennoz Doue d’ac’h !


VIet PENNAD
LUCH AR BITOUZ ha MARI BIKAOUIK
Luch ar Bitouz

Ac’hanta, Mari, petra lerez deus an treo man ?. — Ar Bobaleon a zonje d’ean e oan me sod, hag e oa me a re an dourni hag ar jeu a ve aman, eur pennad ’zo !!! Me ouie mat ne c’hoarvee netra ganin. Ha koulskoude, ’vel ma ’n eus lâret d’in an O. Bibichen, am eus eun tamm terzien ; hag, e gwirione, poan am eus ’n em fenn… Arru on da gredi penôs an hini an neus bet c’hoantaet ober diouzin eur Zant Mellarje, a dle bean roet d’in eun dra bennak da gousket rak, anez ze, e vijen bet dihunet velkent ! Hag ar pez an neus grêt d’in kemer eo a zo breman kiriek d’am foan-benn. Evel c’hoant am eus da vont d’ober eun tamm bale. Ma c’h afen da gaout an ôtrou « juj » ! Adalek ma oa ar medisin e Lomikêl hirie, e tle bean ar barner ive, rak peurvuian e teuont aman bep yaou, hag ar yaou a zo hirie, pe ’n em dromplan. An archerien a zo gant o jeu, — met ne gredan kel e vefe eun dra fall lâret eur gir bennak d’an otrou « juj », ma vo gwelet hag-en n’hellfer ket dont a-benn da lakat, evelkent, ar biz war ar gouli.

(Mont a ra al Luch arôk).


VIIet PENNAD
MARI BIKAOUIK, hec’h unan

Ar paourkêz den ! Trubuilhet eo kenan e spered, ha n’eo ket souezus ! Gant ma torro d’ean da vihanan !… Met n’eo ket awalc’h kontan kôjou ha chom hep dibri tamm ! Red mat eo d’in fichan eun dra bennak ’velkent… (Kregi ra el lapin). Al lapin-man da vihanan, ac’h a da vean kignet ha laket da boac’hât dioustu, ma ’n evo ar paour-kêz Luch eun tamm da zibri, pa ’n em gavo er gêr ; ne gredan ket refe ze droug d’ean… Ha neuze, eun tamm lapin ! Meujou a sort-se na begont ket bemde ouz e c’henou. (Perig bihan a zihun hag a grog da c’hrignouzal). Hag heman o tihuni krak pa n’am oa ket amzer da zioueret gantan… (Mont a ra d’hen luskellât). En eul luskellat anean eur pennadig, e kousko c’hoaz marteze, hag am eus peuc’h dioutan.