Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —


Ar Bibichen

Ya ! Ya ! ze a zonjen… Eun torgoz eveldoc’h, kaer ’n eve c’houean an avel, ne ve ket buan diskaret… klenved ebet neuze… met… klenved ar werenn ? an hini a elbed e zec’hed, evel ma ouzoc’h a elbed e yec’hed. Hag aman, evel lec’h all, ec’h anavean kalz, hag a zo, siouaz, poac’h tor ha stripou, elec’h bean dilezet, a-grenn, ar guin-ardont milliget a lak an den da goll e benn.

Luch ar Bitouz

Nac’hin ket diouzoc’h ôtrou ! eur bannac’h a blij d’in, evel ar re all, hag alïsoc’h daou evid unan, met n'on ket eul lonker.

Ar Bibichen

Neuze c’hoaz ! Ha mat a ret, rak muioc’h a dud a ve beuzet er gwer evit er ster. Nag a dud a renker kas bep bla d’an hospitaliou, da Dinam, abalamour d’ar gwin-ardant !

Kals muioc’h a dud a lac’h ar gwin,
Evit ma yac’ha ar medesin.

Eur c’hristen mat ne dleje ket glebian e deod en eur seurt evaj brein !… Diskoueet d’in ho teod, Luch ar Bitouz !… (heman a denn e deod). Mat ! mat !… n’eo ket divalo… Hag ho torn breman… (Al Luch a astenn e zorn)… Eun tamm terzien hoc’h eus, Luch ar Bitouz, met n’eo ket souezus… goude kemend all a drubuilh… met bezet dinec’h, an dra-man a dremeno buan, da vihanan mar keret bean eun tamm war evez… N’oc’h ket lonker, nann, met plijout a ra d’ac’h ho pannac’hig ; ac’hanta ! lezet an holl evaj krenv a-goste…

An hini a gar re ar guin,
A renk evan dour a-benn ar fin.
Diwar evan dour sklêr,
Ne deu den da vean mevier.

Luch ar Bitouz

Evan dour, ôtrou ! Petra zonjet ? — Lonkan dour ’vel gleskered, hennez n’eo c’hoari ebet… Ar gwin-ardant, ar gwin, an treo krenv a-goste, mar gallan. Met ma bannac’h jistr, memes tra ! Penôs e c’hallfe bevan, eur Breizad, hep eur bannac’h jistr mat !

Ar Bibichen

N’evet ket re, bepred Luch ar Bitouz… betegout… ar furnez a lâr d’imp, ober ar garg herve an denn, gant aoun da derri ar penn ; ha penôs ne dleer ket kargan muioc’h vit na c’haller charrean.