Arôk an noz, marteze ’velkent, e vo gallet tapout an aneval-ze ! Ha ne vo ket re d’ean mont daou pe dri miz e disheol, goude an displijadur an neus grêt d’imp… Ha Piêrig bihan, bepred kousket !… Ma neus ket bet roet dour da gousket d’ean ive ? (Mont a ra Mari da gichen ar c’havel).
O ma Doue ! ma Doue ! o Santez Annan vinniget ! Petra zo arruet aman ? (Al Luch a dosta)
Ar pôtr n’eman ken en e wele ! Ha da belec’h eo êt !…
O Sant Mikel, c’houi hag hoc’h eus gwechall roet lamm d’an diaoul koz, deut d’am zikour, en han Doue ! N’am oa nemet eur bugelig, ha setu hen kollet, pe lac’het marteze ! Na pebez kroaz da zougen adarre ! O Santez Annan, bet true ouzin ! (Tostât a ra adarre d’ar c’havel). Oh ! ha laket al lapin en e lec’h ! (Hen diskoue a ra d’al Luch). Gwelet a rez ! Red mat eo, ’velkent, bean tremen fall evit ober treo evelhen ! O ma fried paour ! ma diouhar a gren dindanon ; ec’h an da gaout eur fallaenn !
Krog ennon ! red mat eo d’in azean ! (Azean ra war gador an ankelc’her hag ec’h a war he c’hein d’an traou, en eur grial).
Aï ! ma Doue ! aï ! aï ! aï ! O Itron Varia Drue !…
Mari gêz ! allô ! ro peuc’h, me gred eo bet wasoc’h ar spont evit ar gloaz ! Met an ti-man a renk bean jordet memes tra ! Ha red eo e ve an diaoul e-unan a deufe d’ober an dodion-man.
Pera ’zo ? Petra ’zo ? Petra zo arruet c’hoaz ?
Me oar, me ! Selle, ôtrou, e oa Mari a vont da azean aze, war ar gador, ha setu ar gador o pellât anei hec’h unan ! Ha ma gwreg ken buan all, evel just, war he c’hein d’an traou ! Ha ne oa den nemetomp hon daou e ti, koulskoude !
Ma ’velkent ive ! an treo ’zo kirius memes tra ! Petra ! Sellet mat hoc’h eus dre holl ? Daoust hag en ne vefe den ebet dindan an dôl ! (Sellet a ra). Eo ! eur bugel bihan !!