Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —


TERVET LODENN
————
Ian PENNAD
MARI BIKAOUIK — LUCH AR BITOUZ (Piêrig a zo en e wele, Luch ar Bitouz azeet e kichen an tan a zo evel morgousket).
Mari Bikaouik (en eur ober he c’heusteurenn).

Dec’h, Luch ar Bitouz, e oa jeu ha c’hoari aman, d’hon lakaat da drei war hon spered… met hirie, mar be bolante Doue, ec’h eio welloc’h an treo ganimp. An avel, a gredan, ’n eus chenchet a du, hag a-du ganimp, a gredan, eman hirie. Dija hon deus tremenet brao an noz. N’eo ket bet evidomp eun nozvez wenn, daoust ma kreden, dec’h da noz, en eur vont d’am gwele, penôs n’am mije kousket takenn. (Piêrig en em lak da c’hrignouzal) .

Sell, Piêrig ’zo dihunet ! Pa ne teus netra d’ober breman, nemet kousket, Luch ar Bitouz, debret mat da bred ganit, da c’hortoz adkregi en da labour, mar vijes êt da luskellat ar pôtr, rak re abred eo d’ean sevel c’hoaz… ha n’eo ket ar zec’hed a ra d’ean gouelan, pegwir ec’h on o paouez rei d’ean da denan.

Luch ar Bitouz (en eur vont da luskellat).

Dioustu, Mari,… e oan o vont da venel kousket, met dre luskellat Piêrig bihan e kouskfomp hon daou marteze.

(Luch ar Bitouz, en eul luskellat, a gan) :

Nan, nan Na-nik ha nan nan, Na-nik, nan nan Na-nik ha nan nan nan.
Bim-ban laon kloc’h Gwi-maek, ma-ro Yan-nik Bou-ben-nek
Ha in-ter-ret. Et e ben-nig Et e reo-rig er poull pri
Gant ar c'hi, gant ar c’haz, ha cho-met Yan-nig e noaz.

Nan, nan, nan ik, ha nan, nan, nan-ik,
Nan, nan, nan ik, ha nan, nan, nan.

Bim, ban, laon, Kloc’h Gwimaek,
Maro Yannik Boubennek,
Hag interet er poull pri,
Et e bennig gant ar c’hi,
Et e rêrig gant ar c’haz,
Ha chomet… Yannig e noaz.

(Chom a reont o daou kousket).