Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —


Mari Bikaouik (en eur dostaat, sioul, sioul).

Sell ’ta! Kousket… o daou… ha n’on ket souezet… Goude kemend all a skwisente hag a drubuilh !… Ma ! Lezomp anê, neuze, eur pennadig d’ober eur c’housk, ha kuit d’o dihuni re vuan… Me ’c’h a d’ober eun tamm tro, da welet Godig ar Litouzenn.

(Mont ra kuit doustadik).


IIet PENNAD
AN ANKELC’HER (Piêrig a gousk hag al Luch ive ken a ziroc’h).

Bezomp sioul hag e tapfomp logod, ha gwelet vo hag en e teuio Pôtred Mari Robin ken buan ze a-benn da dibuni o c’hudenn !… Kaer n’eus o fri bean hirr, hag o daoulagad bean lemm, ma fri-me n’eo ket berr ive, ha n’on na luch, na dall, na born, na daonet… Ha mar dint fin, me ’zo ken fin hag int bemde… ma n’on ket finoc’h ! Gwelet vo, piou ’deuio ar maout gantan emberr…

Hag ar Bikaouik ! ar plac’hig kêz, n’eo ket evit chom er gêr… En eun tu bennak, e rank bean dalc’hmat o redek he reor. Et eo adarre, marvat, da bilat he genou…

Hag ar paour kêz Luch !… Petra c’hoari gantan ?… kousket !… ar paourkêz den !… Ma ouife piou zo ’n e gichen ! marteze e tihunfe… Tostaomp c’hoaz… Oh ! evel eur zoc’h e kousk !… Ha neuze, deut ’zo ganin aman eur banac’hig dour-gousk ! Netra nemet ar c’houez dioutan a lakfe eur marc’h da venel kousket ! Ar vured ’ta, evelhen (ober a ra ar pez a lar) dindan e fri d’al Luch ha kenavo ’vit an deiou. Hag e kouezfe aman ar c’hurunou breman, ne zihuno ket !

Dre ze, n’eo ket red d’in bean nec’het. N’eus forz petra rin d’ean, ne zihuno ket, lâran d’ac’h ! Greomp neuze eun tamm an « ankor » gantan da welet… Petra rin-me ?… Ahan ! Lakat anean da Zant Malarje… Mari deus lezet aman he davanjer… lakomp anean d’ean d’ober lien gronj… (ober a ra ar pez a lâr). Ret mat eo d’in lakaat eun dra bennak d’ean war e benn ive… (Klask a ra hag e kav koef pe dog, kalabousen…) Setu unaan eun tog… heman ’zo mat d’ean ive. (Hen lakaat a ra d’ean war e ben.) O ! holla ! Luch ar Bitouz ! Setu te breman eur Pipi ! Ha dreist-holl ma vefe gret eun tamm da varv d’it. (Hag e tu d’ean e benn). Aze ! Setu al Luch êt da Vorian ! Evel unan eus an Tri Roue… Awalc’h eo ’velse, ne gav ket d’ac’h ? Ma ’c’h afen d’am zoull, rak ma ’n em gavfe aman breman ar Bikaouik, piou a boac’hfe e viz ! (Lakaat ra e viz en e c’henou en eur vont arôk).