Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


Draskik

Ha n’hoc’h eus ket gwelet den all ebet ? Na c’houi ive, Liten?

Al Liten heg al Lanchen

Nann ! Nann ! Kristen ebet !

Draskik

Neuze, war a welan, e renkfomp kontan hepken warnomp hon unan… Met engal zo ! hon fri a zo mat, Luch ar Bitouz, ha n’omp kef kijer maneget… Manegenn da gaz, e gwirione, na logodenn, na raz.

Ec’h eomp da vont arôk neuze, hag arôk warc’hoaz da noz, a gredan, e tostao Yann ouz e gazeg.

(Ec’h eont holl kuit nemet al Luch hag e bried).


XXIIIet PENNAD
LUCH AR BITOUZ HA MARI BIKAOUIK
Mari Bikaouik

Doue da vean meulet, Luch ar Bitouz ! Me gred ec’h eomp en dro-man, da vean diboaniet, hag an hini a deu aman d’ober d’imp kement a drubuilh da vean laket eun tamm e disheol… Met n’eo ket ze eo ze c’hoaz. War welan, ec’h eo maro an tan dindan ar zoubenn. Tamm ebet da goan neuze ’ta !… nemet bara sec’h e tebrfemp… rak n’eus aman nag amann, na netra !… Ha neuze, gôut a rez, Luch ar Bitouz, mil biken ne chomin e toull-man da gouskat fenoz !… En hon zi koz e zo gweleou da gouskât hag eno hon devo peuc’h marteze…

Ha breman, ’vit pez a zell koan… deomp betek Porz-Kadiou… Fanch a zo eun den jentil, ha pa gontfomp d’ean ar pez ’zo arruet ganimp, a lâro d’imp, a dra zur, chom gantan da goanian.

Luch ar Bitouz

Ya, kentoc’h evit chom en ifern-man, greomp ’vel ma lerez, deomp arôk dioustu !

(Mari Bikaouik, he bugel ganti, hag he gwaz ac’h a kuit d’o zro).


FIN AN IIet LODENN


————