Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —


Luch ar Bitouz

Eur wech ! diou wech ! ter gwech ! Ac’hanta, plac’h kêz, diwar an dervet gwech, e torr ar blanedenn, evelse ve lâret. Hag a-vreman, am eus fianz, hon devo peuc’h… An dra-man a zo re, memez tra ; ha red mat eo d’imp ’velkent, ober jeu, hag êsa goût petra zinifi an dodion-man bemde… ’M eus aoun, zo c’hoant da dremen ac’hanomp ’vit tud sod… Ha ma ne lâromp netra, e vo grêt kement-all d’imp c’hoaz… Ar Bobaleon a oa aze, e kichen dioustu oc’h ober eur gôzeadenn, me ’c’h a da c’hervel anean. (Mont ra e toull an nor). Bobaleon !! Bobaleon !! Deus aman buan !

Ar Bobaleon (a-bell)

Pera zo ! Petra zo !!

Ar Bobaleon

En han’ Doue, hast affo !! hast affo !!


XVIIet PENNAD
AR MEMEZ RE — AR BOBALEON
Ar Bobaleon

Petra ’zo a-neve adarre ? Ne gav ket d’in, koulskoude e ve bet den ebet aman aboue mac’h eo bet êt ar Bikaouik da di ar Bigêz. O c’hoennat eun toullad karotez e oan aze, el lïors, ha, d’in da c’hoût n’eus bet den wardro… Met, gortoet, pe ’man kont evelse, ma ’c’h a dioustu da gaout an archerien, ha da lâret d’ê ober eun tamm enklask war an treo-man, hag e vo gwelet hag en n’hallfer ket ober eun tamm sklêrijenn bennak war ar farserezou-man.

(Ec’h a ar Bobaleon arôk).


XVIIIet PENNAD
LUCH AR BITOUZ — MARI BIKAOUIK
Luch ar Bitouz

Ahan ! Ahan ! Bremaïk, marteze, pa arruo an archerien, e c’hellfer dont a-benn da dibuni ar gudenn, rak ’zervij ket lâret nann, tu pe du e renk bean toull ar billig ! Hag arru on da gredi penôs, arôk pell amzer aman, e vo tapet al louarn en e doull… Glevez ket, Mari, me gred e rafes mat, breman, lakaat, eun tamm, ar pôtr en e wele, arôk ma arruo Pôtred Mari Robin.

Mari Bikaouik

Gwir awalc’h a lerez !… E fe ya ! koulz eo d’in hen lakaat en e wele, rak me gred eman o vont da venel kousket. (Mari a dosta d’ar c’havel, a zizolo an dilhad)… Deus aman, Luch!… deus da welet petra ’zo aman. (Al Luch