n’eo ket, marvat, mont ken alïes du-man ha du-hont da glakenni… Eur gentel, da gaout skiant-prenan, ze na ra ket a zroug da den. Oh ! holla ! e oa Mari Glukenn o fichan koan… Gortoet, me ’c’h a da zikour anei (kemer a ra irvin, karotez, hag e ra tammou oute), ha da drailhan an tammou treo-man… Mat !… Awalc’h evelse !… Met n’an ket da lakaat anê, war an tân, er gôter, betegout na vefe Mari re bell oc’h ober he zro. Ar merc’hed, pa vent krog da billat o genou, o deve amzer ; ne gavont tu ebet da lakaat eur prenn warnan !… Me ’c’h a bepred da lakaat eur yenn ’n eun tu bennak c’hoaz d’ar Bikaouik !… Petra rin-me breman diouz an treo-man ?… (Sellet a ra endro d’ean). Kuz anê diouti, met e pelec’h ? Ma lakfen anê er c’havel !… Mari n’eio ket dioustu da lakaat he fri lous eno… (Sellet a ra ped eur eo). Petra ! pemp eur anei dija ! Ha Mari c’hoaz o redek !… Ma enaoufen ar goulou !… (Hen ober a ra). Ha breman, an daol war he genou… hag an doubier warni… ha bremaik, ma laka eun dra bennak wanni, e vrizillono anê… Ha d’am zoull breman… rak prestik, marvat, e tistrofont ’velkent, pa n’int ket êt da loen.
(Ec’h a kuit).
Oh ! holla ’vat ! Eanaouet ar goulou aman dija ! Ha da betra, ma Doue ! N’eo ket noz c’hoaz ! Daoust hag ’ vefe bet pôtr e droiou kamm aman adarre !… Lez han, ma gouefe ma dorn war e « berukenn », evit ha ma ’z eve eur vlevenn, biken ne zistrogfen ! (Luch ar Bitouz ac'h a da lakaat e dreo war an dôl, arôk mont da lac’han ar goulou, hag al Luch kêz a goue war e c’henou, en eur c’hopal} : Aï ! aï ! aï ! a-benn ar fin e vefomp lac’het aman !
O ma Doue ! O ma Doue, ma Doue ! O zantez Annan Vinniget ! Gwelet a rez, setu aze petra ’c’h arru, pa ne ver ket e disfi ! Ma karjemp bean grêt eum tamm zell ive ’velkent ! A seurt farserezou man na vent ket grêt, memez tra ! Ma ’n ije torret al Luch e ziouhar pe e c’houg !… (Trei ha distrei a ra Mari). Hag êet gant al laer ar pez ’m oa pourveet da lakaat er zoubenn ! Ha petra rin-me breman da goan ? Dour, holen, ha baraïg, d’ober zoubenn an tri zraïg ! N’eo ket hounnez eur zoubenn ! Ma n’eo ket a-berz an diaoul dont d’ober troiou evelhen d’an dud !