a dosta)… Sell !… ma c’harotez ha ma irvin !… drailhet aman ! ’n eur choudourenn !… da duan an dilhad gwele ! ha me grêt eur gwele fresk ganin !… N’eo ket a-berz an diaoul e ve ar pardon-man ?… Eo, a gredan !… Hag an archerien n’int ket arru c’hoaz !… Lezomp bepred an treo evel ma ’maent, ha marteze e c’hallfont kaout roud pe roud d’an trubard a deu aman ken alies d’ober anei ganimp.
’Ma vije bolante Doue gwelet an archerien oc’h arruout, rak bremaïk vo noz… ha mar be tapet, e noz, ar ziliou, — e ve kalz diêsoc’h klenkan al laeron ; — hag al lapous fall a zo bet aman a dle bean skanv e droad… (Sellet a ra bepred). Ahan ! arru int ’velkent ! N’eo ket c’houitet ar Bobaleon da gaout anê !
Sellet !… ne welet ket !… ôtrone… ar c’hoari ’zo bet aman ! Ma dalc’h an treo da vont evelhen… houman n’eo ket eur vuhe !… E renko an dud kêz-man mont ac’han… hag an ti a chomo difeurm… Houman eo an der pe beder gwech d’ar c’hoari-man da vean…
Aboue pegoulz ve ar jeu-ze aman ?
Aboue an dilojadeg, ôtrou !
(Chikrotik a skriv war baper ar pez a glev lâret).
Ha ne vefe ket unan bennak o kaout droug ouzoc’h ?
Ne gredan ket, ôtrou !
Neuze, ’m eus aoun, e vo diês d’imp arruout… rak ne welan roujou ebet neblec’h… Daoust da ze, e refomp diouz hon gwellan, ha, mar gallomp, e lakfomp al lampon da vasonât diabarz.
Mat ! ôtrou ! mat ! well a ze !
Piou ’zo bet aman e kerz an dilojadeg ?