Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —


Mari Bikaouik

Petra ! te zo aze, Lupik !! Arru mat ’ out. N’eus netra ken en ti da dibri ! Ha n’hon deus ket kalz a amzer ie, pôtr kêz, da vont d’ar bourc’h hirie. Daoubennet e ve an nen kement gant an « dilojadegou »… Ober a rafes d’imp kalz a blijadur, mar pefe ar vadelez da bourvei d’imp ar pez hon deus ezomm.

Al Lupik

Ma labour eo ze, ne ran ken bemde… ma micher eo… Petra vo digaset d’ac’h ?

Mari Bikaouik

Petra vo digaset d’in ?… Eun tamm a bep sort… pa n’eus netra ken aman. Met betegout ankoueout, kemer liou ha paper, Lupik, ha skriv.

Al Lupik (a dosta d'an dôl, a gemer e gaïerig 'vit skrivan).

Ha neuze ?

Mari Bikaouik

Eul litrad gwin-ardant, hini mat… eun dousen uou fresk… dek lur bara goell-toaz… Daou lur kig-sal, hini melen. Eur voutailhad gwin ru… sukr… ha kafe… pebr hag holen… eur gôlenn… eun irvinenn… karotez hag eur penn-ognon bennak. Petra lerez, Luch ar Bitouz ?… Red mat eo d’in ober eur bannac’h soubenn memes tra !

Luch ar Bitouz

Te oar ar pez ’teus ezomm. Gant ma n’ankouei ket ma zamm butun !

Mari Bikaouik

Ya ! Lupik, lak c’hoaz, eiz realad butun « karot ».

Al Lupik

Mat ! Mari Bikaouik ; diouz vo kont, emberr da noz, pe varc’hoaz ar beure arôk eiz eur, e tigasin d’ac’h ho treo. Kenavo emberr !

Luch ar Bitouz hag e wreg

Kenavo ! kenavo d’it ! (Pierig en e wele a zo krog da ouelan).


UNNEKVET PENNAD
LUCH AR BITOUZ HA MARI BIKAOUIK
Mari Bikaouik (a dap ar bugel ’vit hen rei d’he fried).

Sell ! Luch ! dalc’h eun tamm da Bierig bihan, ma rin d’ean e wele… ezetoc’h a gousko, marteze… ha kerz gantan, mar kerez, eur pennadig ermez, d’ober eur valeadenn : ze ne raio ket a zroug d’ean, na d’it ie, goude an nec’hamant a zo bet aman.