Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —


Luch ar Bitouz (en eul lakat e chupenn)

Ya ! mar kerez… eur valeadenn, pa ve bet labouret… aze war an ôd… ne ra ket a zroug… Allo (en eur gemer ar bugel). Deomp ma fôtr bihan, eun tamm ermêz da welet an treo ! (Mont a ra kuit).


DAOUZEKVET PENNAD
Mari Bikaouik (’n eur ober ar gwele).

Ya ! pa vo grêt eun tamm e wele d’ean, e kousko Pierig êzetoc’h marteze… Hag e vo eun tamm peuc’h dioutan… Aze !… evelse !… mat ! Ha breman, petra rin-me ! Tremen poent eo d’in fichan eun tamm boed bennak… ober eur bannac’h zoubenn ! n’hall ket an nen, e gwirione, bevan gant êr an amzer. An tamm hag al lomm, a zalc’h an den en e blomm… eur zac’h goullo na chom ket en e zav… Kaer ’n eve Yann lonkan avel, ’vit kargan e gôf, ar paour kêz, a ve pell. Met gant petra ober soubenn, pa n’eus netra e ti !… Lakomp bepred ar podhouarn war an tân… Piou a oar ? al Lupik en em gavo abretoc’h vit ma sonj d’ean, marteze. (Mont ra da vêrat eun dra bennak endro d’ar siminal).


TRIZEKVET PENNAD
MARI BIKAOUIK. AL LUPIK
Al Lupik (eur maniad treo gantan).

Setu aman d’ac’h ho « jeu », Mari… gant an treo-man e c’hallfet fichan eun tamm boed, ha ne vo ket c’houez ar foulet gantan.

Mari Bikaouik

Petra ! te ’zo arru dija, Lupik ! n’out ket bet pell !

Al Lupik

Nann zur ! Lâret am oa da Fanchonig e oa mall ganac’h kaout ho treo, hag he deus lâret d’in digas d’ac’h ar pez ho poa ezomm an abretan. Hag ec’h on deut ar buanan ma c’hallen.

Mari Bikaouik

Ne pije ket gallet ober well ! E oan, krak, o lakât an dour war an tân. Bean ’m oa aze, e gwirione, eun toullad patatezennou met n’hall ket an nen dibri patatez ha lêz, friko Laouik, da bep pred ; eun tamm kig, eur bannac’h soubenn a ra vad eur wech an amzer.

Al Lupik

Ze ’zo gwir ! Ha neuze, Mari, eur bannac’h kafe goude ar pred, ze ra vad d’ar gorzailhenn, dreist-holl pa ve laket ennan eur bannac’hig jigodenn.