E fe ! nann zur ’vat !! Ha koulskoude, evel ma c’houveez, ne oamp ket a-bell hon daou, al Lanchen ha me, oc’h ober peb a devez hent bras evit pôtr Fantig an Ti-Gwenn.
Ma ! ma ; biskoaz kemend-all ! met petra zervij ? Pa arru eur gwall ’n eun ti, ec’h arru daou pe dri. Ha dre ze, marvat, n’eo ket achu ganimp c’hoaz. N’em jalomp ket re neuze ’ta ! Pa ve glac’haret an den, eo koulz d’ean kanan ’vel gouelan, a lâre hon zud koz.
Ya ! gwir eo ; ha neuze, n’eus forz petra c’hoarveo, ar pez a dle dont a deuio ! Kemer ’ta an treo war an tu mat. Eno eman an dalc’h. Ha pegwir, koulskoude oc’h deut da chom aman, evet ho soubenn evel m’eman ha na lezet ket anei da drenkan. — Ni ’c’h a adarre d’hon labour, ha mar tigoue d’imp gwelet unan bennak o filostât dre aze, e teufomp raktal d’hen lâret d’it. (Mont a reont arôk).
Fiz ennon-me ive, Luch ar Bitouz, ha mar bezomp hoil gant hon jeu, e teufomp a-benn da c’hôut eun dra bennak, nemet jordet e vefemp holl ti hag all. (Ec'h a ermêz).
Mil bennoz Doue da gouean warnoc’h ho tri, ha mil trugare d’ac’h ! Arruout a refomp… ar gudenn-man a renko bean dibunet. Poan vo, marteze, met a dammo, a dammo, e voe savet e gof da Yanno.
Allo ! Mari, na gollomp ket hon fenn ! ha hastomp buan reizan an treo-man, betegout n’arrufe unan bennak c’hoaz aman, hag e sonjfe ve bet eun tamm jabadao etrezomp !… Sell, Mari, laka ar pôtr en e wele da gousket, ha deus d’am zikour eun tammig.
Ya, dioustu !! allo ! ma fôtr ! Kousk aze breman !… Ha breman, an treo klozet mat adarre, rak elec’h ma vank netadurez, ne chom ket beo ar garantez. (Kement-se, en eur zikour he gwaz).
Salud ! Luch ar Bitouz ! Salud d’ac’h ! Mari Bikaouik ! N’ho peus ezomm netra hirie ? Petra vo digaset d’ac’h ?