Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


PEVARE PENNAD
AN ANKELC’HER
An Ankelc'her (En eur dont diouz e doull, oa lâr sioulik).

Pa n’eus den ebet dre aman, breman, deomp d’ei adarre !… Luch ar Bitouz hag e wreg a vefe re vrao d’ê bean aman, ma ne vefe ket grêt eun tamm an « ankor » gante.

An treo-man ’zo laket aman n’oun ket penôs… Adlakomp anê eun tammig diouz ar c’hiz… diouz ar c’hiz a zo breman, du-man da vihanan. Ha me gred penôs e vo stad kaer en o ferc’henn, bremaïk, pa zistrofont d’ar gêr. (Lakat a ra kalz a dreo war o genou) ha kement a stad, ma vo c’hoarzadeg aman arôk pell amzer. (Klevet ra trouz). Ho ! arru ’zo unan bennak !! Deomp d’hon zoull !… Deomp d’hon zoull !! Rak pell eman c’hoaz Yann diouz e gazeg, hag aman, ar jolori n’eman ket c’hoaz o vont da achui. (Mont ’ra an Ankelc’her d'e doull).


PEMPVET PENNAD
LUCH AR BITOUZ HAG E WREG (he bugel ganti war he diouvrec’h).
Luch ar Bitouz (’n eur gouean war e c’henou, stoket gantan e droad ’n eun dra bennak).

Ai !!! Aï !!! Aï !!! O ma Doue !! ma Doue !! Ha piou an diaoul an neus grêt an dourni-man aman !… Sac’h ar butun ! Ha darbet d’in c’hoaz bean torret ma goug !

Mari Bikaouik

O holla 'vat !! mar be grêt a seurt jeuiou-man aman alïes !… ha bep tro ma ’c’h efomp diouz ar gêr, es ec’h a da vean eur c’hoari evidomp, chom e toull-man ! N'eo ket hep rêzon, sur, e lâr an dud e ve klevet gwech ha gwechall trouz en ti-man ! Ha piou, ma Doue, a zo bet aman c’hoaz o c’hoari e benn ?! Paôlig, an diaoul kamm ?

Luch ar Bitouz

N’eo ket 'velkent !… ma n’eo ket ar Bobaleon ? Ar Bobaleon ? Ar Bobaleon a zo eun ibilh, me lâr d’it ! Marteze an neus bet c’hoant d’ober anei ganimp ! Ma c’h afen da glask anean ! (Mont a ra kuit).

Mari Bikaouik

Ya, ma fôtr kêz, eun dra vat a ve !