Bez dinec’h !… Mari Bikaouik na fell ket d’ei bean kemeret evit eur goz vardell marvat !… ha pourveet he deus d’ac’h ho « jeu » ! (Goullonderi a ra he faner, ha jistr d’an dôl. Evan reont holl jistr, goude bean trinket ha lâret an eil d'egile ; yec’hed mat !… D’ho yec’hed !…)
D’az yec’hed, neuze, Luch ar Bitouz, ha chans vat d’it da vevan eürus aman !
D’az yec’hed, Bobaleon, ha mil trugare d’it !… Yec’hed mat d’it, Liten ha d’it, ive, Lanchen !
Yec’hed mat d’ac’h ! (Ar Bobaleon, al Liten hag al Lanchen ac’h a arôk ’n eul lâret kenavo d’al Luch koz ha d’e wreg.) Kenavo, breman neuze, Luch ar Bitouz ! Kenavo, Mari Bikaouik!
Breman, da vihanan, Mari, e vefomp eürus aman, mar keromp. Ha kenavo d’hon zi koz ! Pa arruo gourmikêl, e tigasfomp aman ar peurest eus hon zreou… Met, goût a rez, red ’vo d’imp bean fur ha labourat start ’vit bevan ha paean hon Otrou. Mar be bolante Doue, n’arruo ken ganimp ’vel betek hen. Warlene, gwir eo, hon devoa bet gwall gollou : daou borc’hel ha pevar glodad lapined, hag evelse ec’h eo diêsoc’h d’imp bevan. Met ar gredenn am eus penôs, dre c’hras Doue, ne goueo ket warnomp aman ar walenn a gasti… Ha neuze, Pierig bihan a gresko ; ha tamm ha tamm e c’hellfomp ’n em zevel marteze.
Ya ! ar wirione a zo ganit, ma fôtr kez, hag a-vreman, bezomp gant hon jeu ; labouromp start hag a greiz kalon, d’imp da c’haliout dastum eun draïg bennak, ha chom aman pelloc’h evit ma n’omp bet du-hont. Breman neuze, mar kerez, pegwir eo arru ar c’houlz da zibri eun dra bennak, ec’h eomp da vont da drempan eun tamm zoub da di ar Bigêz, ha da welet penôs ’man kont gant Piêrig.
Ya ! ze ne raio ket a zroug d’imp, hag ar pôtr bihan, dihun pell amzer zo, marvat, ne raio ket a zroug d’ean ive kaout eur bannac’h da denan.