Ya ! Piou ’ta ?… Luch ar Bitouz ha ni a zo mignoned bras ! Kuita, Luch ar Bitouz ?
Ya, laouen ! mignoned a sort n’eus ket !
Alo ! Boballeon !! ma rofes eun tôl skoa d’imp ; ne vi ket a re
Ya ! ya ! dioustu… gant plijadur ! E pelec’h e krogin me ’ta neuze ?
Sell, krog aman en dôl, bepred, ha goude vo gwelet !
Ha te, Liten,… krog aman er c’houfr ma lakfomp ’n eur c’houign bennak aze en ti.
Vel ma lerez, Luch ar Bitouz, krogomp, ha krogomp mat ; ha goude ar c’houfr, e teuio an treo all.
An dôl aman e kreiz !… hag ar c’houfr er c’horn du-hont ma ne chomo ket etre hon zreid.
Ya! ma fôtr kez, ha c’hoaz e lerez penôs ec’h omp bet ni e kevel a sort-man gwechall !… Gwechall ne oa ket a « vitrakou » evelen! En eun tamm koz prez dialc’houe, ma mignon, eno ’c’h on bet savet ha, me lâr d’it, eno e kousken êzet, ha te ive, marvat ?
Ya ! ya ! ar wirione ’zo ganit ! (En eur dorchan e dal a biz ar c’houezenn warnan).
Glevez ket, Mari ? ar bôtred-man a zo tomm d’ê, ha ma izili me n’int ket skornet, a c’hallez kredi ! ne gavfes ket eur bannac’h koz jistr bennak dre aze, da derri d’imp hon zec’hed ?