Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


C’HOUEC’HVET PENNAD
MARI BIKAOUIK
Mari Bikaouik (He bugel bepred ganti a deu hag ac’h a).

Jezus ! Maria ! Kredo ! Ma ve kont aman breman evelhen bemde, e tiodfomp, e trofomp war hon spered, hag e vo red hon c’has d’an hospital ! Hag ar paourkêz krouadur-man, petra deuio da vean, pa neus den nemedomp, na kar, na par war an tamm douar-man. (Stoui a ra d’an daoulin).

O Gwerc’hez vinniget,
Ho pezet true ouzin,
Ha grêt n’hon devo ket
E ti-man eur gwall fin.
Diwarnomp 'ta troet
Ar walenn a gasti ;
Gret d’imp kaout eürusted
Elec’h trubuilh ’n hon zi.
O Mari ! mamm zantel !
Selouet ma fedenn ;
Deut da rei d’in skoazel
Pe ’c’h an da goll ma fenn !


SEIZVET PENNAD
MARI BIKAOUIK — LUCH AR BITOUZ — AR BOBALEON
Ar Bobaleon (’n eur arruout e ti).

Setu aman eur c’hoari ! Petra ? aman eo krog an treo da zansal ? Piou an diaoul a zo bet oc’h ober an dodion-man ?

Luch ar Bitouz (droug ennan).

Piou ? me n’oun ket ! Ma n’eo ket te eo, Bobaleon, dampred vo kroc’henn eünet vo mil ma laerou !

Ar Bobaleon (Ken droug all ennan).

Petra !! me ?… Evit piou e kemerez ac’hanon-me ?… Poent eo d’it zerri da c’henou, pe me stouvo abred anean d’it, glevez ket ! Sell ’ta ! Sell ’ta ! marteze !… Ya ! tamall ac’hanon-me, dioustu !! Evel ma n’am mije ken da ober !

Luch ar Bitouz

Ma ! ma n’eo ket te, lâr d’in neuze piou ’c’h eo ?

Ar Bobaleon

Me oar, me !… N’eo ket me, bepred !! Diwall na ve te da unan, Luch ar Bitouz ! Barrek awalc’h out da ze ! an hini an neve bet kement da ober gant Pôtred Mari Robin, eveldout, ne chom tro gamm ebet da ober war e lerc’h !