Aman n’eus velkent ebet ! ma n’eo ket mat d’ac’h ’velse, e tremenfet, ha fin dre eno ! Eur pez ugent real war daou-ugent skoed !… Liard ebet nebeutoc’h !
Ac’hanta, Luch, petra vo grêt neuze ?
Vel ma kari… Mari. Ni ’n em glevo bepred.
Ac’hanta, ya ! Neuze, Bobaleon,… eur pez ugent real war daou-ugent skoed… Kentoc’h ’vit chom ermêz… Ha neuze, ha ne ve ken nemet abalamour d’am fôtr bihan !
Deomp d’ei neuze ! ha panegwir ’zo plu ha liou, paper-timbr aman, ec’h eomp raktal d’ober lizer-feurm. (Bobaleon a skriv) Lomikêl-an-Trez, an… a viz… naontek kant… Etre Gwill Bobaleon, en hano an Otrou Erwan Kervarek, perc’henn an ti, diouz eun tu, ha Luch ar Bitouz ha Mari Bikaouik, e wreg, diouz an all :
Luch ar Bitouz ha Mari Bikaouik, e wreg, e feurm an ti hanvet Kastell Malabri, e Lomikêl-an-Trêz evit 125 lur ar blâ, epad nao blâ, adalek gourmikêl kentan, digant an Otrou Erwan Kervarek. Luch ar Bitouz ha Mari Bikaouik, e wreg, a ’n em garg da zerc’hel an ti didour ha didrastus e pep fêson, evel ma vijent gwir berc’henn d’ean. — Velse, eo mat awalc’h, n’eo ket gwir ?
Ya ! ya !
Ac’hanta… sinan breman neuze ! Nan eus test ebet… met ingal ’zo ! Deomp d’ei bepred ! allo !
Sinan ? met ni n’omp ket bet biskoaz er skol. N’ouzomp, evit lâret ar wirione, na skrivan na lenn, awalc’h d’imp difenn hon reor ouz ar c’hoenn. Eun tamm skrapadenn yar a c’hallfemp ober koulskoude marteze.
Ma ! Ma ! Emberr ’c’h efomp neuze da di an « noter ». Hag a-vreman, mar keret, panegwir koulskoude, ec’h omp ’n em glevet, e c’hallfet digas eun dra bennak aman, pa ’po amzer, ha dioustu mar plij ganac’h.