Mont d’an endalc’had

Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Luch ar Bitouz

Ac’hanta ya ; mil trugare d’ac’h, Bobaleon ! Hag emberr, pe varc’hoaz, e tigasfomp eun draïg bennak aman da c’hortoz Gourmikêl. Rak ac’han di, e renkfomp lezel eun tamm treo du-hont, betegout petra rafe d’imp c’hoaz hon ôtrou, pa n’omp ket evit paean d’ean e c’hourmikêl war e hed… Setu aman d’ac’h ; ec’h an da glask unan bennak d’hon « dilojan ».

Ar Bobaleon

Bennoz Doue d’ac’h, Luch ar Bitouz ! ha kenavo pa arrufet. Me ’c’h a ie da gas kelou d’am ôtrou.


Fin ar gentan lodenn



————