Pajenn:Juluen - An Ankelc her.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —


Luch ar Bitouz

Nann zur ! nann zur !… Ha neuze n’am oa ket gwell bell da vont ie !

Ar Bobaleon (da Vari Bikaouik)

Ha c’houi, Mari, penôs eman kont ganac’h !

Mari Bikaouik

Mat sur, Bobaleon, mat sur !

Ar Bobaleon

Petra ? Heman ’c’h eo ho pugel ?

Mari Bikaouik

Ya ! Laouen ! (’n eur zellet outan) Kuita, Piêrik !

Ar Bobaleon (d’ar bugel)

Gwasan mac’h eo « têrup » !… Aze ’oas… ma fôtr bihan ! Ho ! te 'zo koant… kuita, Pierik ?… ya ! ya ! koantoc’h evit eun êlig Doue ! (Da Vari) Ped miz ’n eus ie, Mari ?

Mari Bikaouik

Oh ! n’eus ken nemet pemp miz… Oc’h arruout ! Oc’h arruout !

Ar Bobaleon

Ha gwir ?!… alo ! mat !… Azeet breman neuze, en ho koaze, ma refomp eur gôzeadenn. (Azean reont) Ac’hanta, Luch ar Bitouz, e pelec’h omp arru ganti ?

Luch ar Bitouz

Kôzeet ’m eus eun tamm gant Mari aman, diwarbenn feurmi an ti-man ; met kaout a ra ar briz eun tammig ker. (Da Vari) Kuita, Mari ?

Mari Bikaouik

Ya, sur !… n’eo ket marc’had mat, marteze e c’hallfomp ’n em glevet war nebeutoc’h, rak, red eo lâret ar wirione, re ger eo memes tra ! Elec’h ’c’h omp breman, hon deus eun ti eun tamm mat frankoc’h evit heman, hag eur c’hraou porc’hell e tu-hont… ha neuze pemp kordenn douar a liorz, ha ne goust d’imp nemet dek lur ha pevar-ugent !

Ar Bobaleon

Marteze, ne lâran ket nann, met ho ti n’eman ket war ribl ar mor, evel heman ! N’eus ket kement a êr vat du-ze ’vel aman !

Mari Bikaouik

Gwir a leret, mat ’velkent !!