Pajenn:Jezegou - Medisined Landibidi. Feiz ha Breiz, 1934.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
522


Eur griadenn spontus a dregernas dre ar vered a « Petra zo ? » eme ar medesin, hag hen da welet.

— « O ! Aotrou paour, en han ’Doue, lezit Lan an Torc’h, e peoc’h, da ober e gousk diveza; va fried oa ; keit ha ma ’z omp bet asamblez, en deus bemdez-c’houlou, drastet va c’horf a vazadou ; na me zo eurus abaoe ma ’z eo aet hennez diwar va zro! va feskennou ne vezont nui bronduet gand an taoliou-boutou ; en han’ Doue, lezit va gwaz el lec’h m’ema; en han ’Doue, ho pezet truez. ouzin, Aotrou ! »

An holl a zic’houzouge evit gwelet vaouez kêz ; hi a grie hag a lenve, muioc’h, sur, eget deiz enterramant he gwaz hag an dud o devoa truez outi :

— « Mat, eme an Aotrou Fur, lezomp hen-man neuze ; d’eomp da eur bez all ; e pelec’h eo bet enterret Yann Jikel ?

— « A-hont, a respontchod d’ezan, demdost d’an idiz.

— Mat ! d’eomp da welet !

Hag an Aotrou Fur, war ein d’ar bez, met, en e raok e oa en em gavet tri niz bihan d’an hini maro « Aotrou, emezo, peoc’h, mar plij, da relegou hon eontr koz, epad e vuhez hon eus ranket e vaga; pa ’z eo maro, hon eus rannet, na petra ta, e zanvez, ken etrezomp ; lezit hen el lec’h m’eman ; mat eman aze, ma teufe beo en dro e teufe da glask adarre ar pez a zo bet d’ezan ; ni ne fell ket d’eomp, a briz ebet, e vefe digoret e vez.

— « Mat, eme an Aotrou Fur, deomp da gaout ar bez all, ha koulskoude, sur, Yann Jikel n’eo ket dies da zigas