Pajenn:Jezegou - Medisined Landibidi. Feiz ha Breiz, 1934.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
523

adarre war an douar ; met, p’eo gwir ne fell ket d’eoc’h e rin diouzoc’h ; e pelec’h ema bet laket korf Seza Galonnec ?

Dirazan, d’ar mare-ze e oa eun den, tregont pe bemp bloaz ha tregont d’ezan ; ouz e vrec’h ec’h en em harpe eur vaouez triouec’h pe naontek vloaz ; ar wreg yaouank a vennas kaout eur fallaenn o klevet ar medisin ; plega a reas he fenn, evel eur rozenn wenvet ; he gwaz, an dour em e zaoulagad a lakeas eur pok war he zal hag en eur gemeret brec’h ar medesin e lavaras : « Laoskit Seza, en he bez, Aotrou ; gwechall e oa va fried, met, pa vezo lavaret ar wirionez, morse n’em eus he c’haret ; atao e veze klanv ; flaer a oa gant he halan ; kemeret em eus eur pried all ; c’houi wel ema o tougen he bugel kenta ; ho c’haret a ran eus a greiz va c’halon hag hi am c’har kemend all ; en han ’Doue, Aotrou, peoc’h da Zeza Galounnec ha n’it ket da lakat ar c’hlac’har da ranna diou galon hag en em gar eveldomp-ni !

— « Mat, eme an Aotrou Fur, piou ’ta neuze a zigasin eus a varo da veo ?

Met, dija, an dud a dec’he diouz ar vered ; aoun o devoa da welet eur bez o tigeri; da genta ne oant ket evit kredi e c’helljed ober eun hevelep tra ha breman e oant strafuilhet. Den ne gomze ken,

— « Alo ! eme ar medesin, p’eo gwir ne fell ket d’eoc’h e tigasfen unan a varo da veo, it d’ar gêr ; esperans am eus evelato da astenn d’eoc’h ho puhez hiviziken ; pares a c’hellan an holl dud klanv ; n’eus nemed eur rumm a rankan lezel da vervel : ar re a vez prenv ar maro e pleg o c’halon !

Diwar neuze an Aotrou Fur a wele an holl dud klanv er barrez ; pa wele ne c’helle ket parea unan bennak e lavare « Petra ’fell d’eoc’h ? Prenv ar maro a zo e pleg e galon ; hag ouz ar prenv-ze n’eus louzou ebet er bed-man ! »


K. JEZEGOU