Pajenn:Jezegou - Medisined Landibidi. Feiz ha Breiz, 1934.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
521

eo », ha dre ma tremene ar merc’hed a firitelle hag ar gwazed a zelle outan, dispourbellet ganto o daoulagad.

An Aotrou Fur a yeas raktal da gaout kroaz ar mision; war an diri e taolas e levriou ; sevel a reas war ar bazenn uhela hag e reas d’an dud an orogell-man :

« Paotred ha merc’hed, ezec’h ha gwragez, lavaret em oa d’eoc’h erruout aman evid eun dra ha n’eo ket gwelet biskoaz war an douar, abaoe Hor Zalver Jezuz-Krist ; war bouez studia ha studia oun deuet a-benn, nann hepken da dapa an tu da drec’hi an holl glenvejou, met zoken da zigas a-nevez war an douar, an dud skubet er bez; aman e varv kals tud, met, n’em eus anavezet nikun ; ne vezan o welet den klanv ebet er c’harter ; var gaierou ar maro en ti-kêr em eus kemeret tri hano : Lan an Torc’h, Yann Jikel ha Seza Galonnec ; ez an da gommans, da genta, gant Lan an Torc’h. E pelec’h ema e vez ? »