Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR SORSER


e voe da lavaret d’ar falc’herien. Dont a rajont hep marc’hata ha ganto kevret Kaour ar mevel bras ha Saïk, ar mous saout. Evel-kent, oant war aon. Sellou ar sorser o zreuze evel birou. Hag e krenent.

— Digasit ama, brema, eme ar sorser, eur zailhad dour, evit ma welin ebarz, lagad al laer. Rag ama, etouez ho tud ema al laer. Brema me welo e lagad en dour hag a doullo al lagad-ze.

En eur lavaret evel-se, mouez ar sorser oa deuet da gemeret eun ton ha na vije ket bet lavaret deus ar bed-ma. Hen e unan ’oa evel chenchet en eun all. Ne oa ket mui ar memes den. Kroummet, daou-bleget betek neuze e savas ploum war e ellou. E zaoulagad a zeve. E visaj a lugerne. Hag an holl a grene gwasoc’h-gwaz, en dro d’ezan.

Kaour oa eat da gerc’hat ar zailhad dour. Lakaat a reas anezi dirag ar sorser.

Hen-ma, neuze, a zistroas ouz Laouik Kervilar :

— Beza ho peus eul lanven, aze ? a lavaras.

— Eul lanven ? Eur gountel eo a c’houlennit ?

— Nan. Eul lanven, a lavaran d’eoc’h.

Laouik a yeas da gerc’hat euz vaz-houarn a ioa e korn ar siminal evit brocha an tan.

— 83 —