Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Ar sorser a gemeras anezi, a lakeas e viz meud war he beg evit gwelet ha troc’ha ’rea.

— N’eo ket eul lanven eo, emezan. Mez an dra-ze ne ra netra. Ganti, bremaik, me greuvo lagad al laer pa baro en dour.

Eur gridien a dremenas dre izili an holl. Laouik Kervilar hag e c’hroeg oa, zoken, eun tammig nec’het o daou. Me gred o doa keuz da veza klasket ar Sorser. Gant eur vouez hag a groze evel ar gurun, e c’hourc’hemennas d’an holl dont da zellet en dour evit ma helfe dizoloi lagad al laer hag e greuvi.

Kaour, ar mevel bras, a dosteas da genta. Asten a reas e benn war an dour sklear. Soaz a deuas goude. He c’houstians ne rebeche netra d’ezi. Mez, evelkent, e teuas gwenn evel eun tamm paper. Ar falc’herien a deuas war-lerc’h. N’oant tamm fier ha buana ma c’hellent e chachent o fennou ganto.

Saïk, ar mous saout, a c’hourlerc’he da zont. Krena ’rea e holl izili. Ar sorser ne denne ket e lagad diwarnan. « Allo ! a lavare, deus, ma vo gwelet. Deus ! deus ! » Hag er memes amzer, e save e vaz houarn e giz ma vije bet o vont d’e sanka er zailh.

Dont a reas, mez ne zellas tam en dour. Trei ha distrei a rea e benn, dreist bordou ar zailh.

— 84 —