Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Digouezout a reas war dro peder eur bennak, en eur chilgammat. En e zorn e touge eur foultren baz. Ouz e welet, ar vatez oa dare d’ezi sempla. Ar yer a rede hag a grie dre ma tostea. Dont a reas er gegin.

— Ah ! deiz mad ! deiz mad ! ma merc’h, a lavaras d’ar vatez. Hag ez eas da azeza e stern an daol. Ar vatez a redas kuit hep respont d’ezan.

Mêz ar mestr hag ar vestrez oa war evez. Dond a rejont en ti. Kinnig a reont d’ezan eur banne gwin. Ha kerkent, na petra ’ta, kaoz diwar-benn al laeronsi.

Ar sorser a zelaoue. Awechou e skrabe beg e fri gant penn e viz meud. Awechou all e rea goulennou evit gwelet ha gellout a raje anaout eun dra bennag diwar-benn dizelei al laer. Kaer en doa, ne gave netra. Mez ne jomas ket berr. En eun taol, e reas an neuz da zelaou…

— Aze, eo ! a lavaras. Setu an diaoul o kozeal d’in e pleg va skouarn !… Lavarit d’an dud a zo war dro ho ti dont ama, holl.



Soaz oa o tont hag o vont dre eno. Kaset

— 82 —