Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR SORSER


hag a oa enni takoun war dakoun. Ouz e welet ne vije ket lavaret oa arc’hant en e di. Ha koulskoude, oa pinvidik. Brudet oa da anaout an traon kuzet. Bemdez, deus a bell ha deus a dost, e vije tud o vont d’e gaout. Ha paet mad e vije, bep tro.

Beza en doa eur c’hoz ti dirapar, diou gambr hebken ennan. En e ser e veve eur vaouez koz, louarn evelhan. Pa deue tud da c’houlen ar sorser, e lavare d’ezo bep tro, e vije er park. Hag e kase anezo en unan deus ar c’hambjou. Ha war digare gedal he gwaz da zont d’ar gear, e lakea anezo da gozeal ha da gozeal eus an traou oant deuet da c’houlen.

E keit-se, ar sorser a vije, atao, er gambr all, o selaou. Pa en dije klevet ar pez a felle d’ezan gouzout, ez ea er-meaz da gemeret eur bal pe eur var hag e teue warzu ar gambr e leac’h ma edo an dud, evel pa vije o tont diwar e labour. « O ! a lavare d’ezo kerkent ha ma tigoueze, me oar divar-benn petra oc’h deuet. C’hwi zo evit klask an dra ma ’n dra. » Hag an holl dudou keiz-se a jomme mantret o welet peger koulz e c’helle ar sorser lenn en o buhez.

Laouik a lakas kemen d’ezan dont d’e di.

— 81 —

6