Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


er voger. Eno e lakeant, a wenneg da wenneg, an arc’hant a hellent da gaout bemdez. Ha pa vije kresket ar bern e kasent anezan da di ar marc’hadour arc’hant pe da di an noter evit kaout leve diwarnhan. An arc’hant oa eat kuit. Ha Laouik a viske. Hag e klaske gant piou e c’helje beza eat : — « Gant Soaz, ar vatez ?

— O ! nan ! onesta plac’h ’zo er barrez. — Gant Kaour, ar mevel bras ? O ! nan ! — Gant Saïk, ar mevel bihan ? Nevez deuet eo en ti, ne anavez ket, c’hoaz, an ardremez. — Gant ar falc’herien a zo o troc’ha va foen, hirio ? N’int ket bet en ti nemet o tibri o lein ! Nan. N’eo ket ar re-ze ! » Hag e fourre c’hoaz e zorn. Hag e pec’he : Kre nom de nom de nom !…

— Mad, a lavaras e wreg, petra dalv d’it glac’hari ? Eat int kuit, koulskoude ; n’emaint ket mui da vont. Brema n’ez peus netra da ober nemet lavaret d’ar sorser dont ama.



Ar sorser a jome du-ze en eur c’hoarn eus ar menez. Koz oa dija. E varo oa hir ha louet. Mez e lagad a verve. War e benn e touge eun tam boned great gant kroc’hen lapin, hag en e gerc’hen e talc’he eur chupen

— 80 —