Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON


vefen bet o kaout eur sorser. Va Doue ! Penaos da vihana en em gemeret ? Ma lonkan anezo e c’hellan kaout kant vloaz buhez ! Ia. Mez, marteze, ive, e varvin dioc’htu… Petra ’n diaoul a rin-me da viana ?… »

Hag an deiziou a dremene an eil warlerc’h egile. Hag ar c’homiser a jome atao nec’het. Ouspen kant gwech bemdez e selle ouz ar boulou bihan, ouspen kant gwech e kemere anezo en e zorn hag e fourre anezo er goest.

Pelloc’h, koulskoude, e lavaras : « Ah ! bah ! Gwelloc’h eun droug anavezet eget eun dra vat ha na anavezer ket. Va deveziou a dremeno, atao evel atao, ma choman c’hoaz d’ober ar sod. Deuet eo ar mare d’en em gemer er c’hiz pe c’hiz. Koll pe c’hounit. Deomp da gaout ar medesin. »



Pa zigouezaz, ar medesin oa kousket.

War ar bank e kichen e wele oa eur volennad leaz dous. — Ar medisin oa boaz da gemeret leaz dous en eur zevel, bemdez.

— « Ah ! kousket eo ? eme ar c’homiser. Gwell a ze ! Gortoz ! gortoz ! »

Hag e taolas ar boulou el leaz.

— 71 —