Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— « Mar kreuv, a lavaras, gwaza-ze ! Met den ne gouezo abalamour da betra. Hag e varo ’vo ’vit paea an dud en deus e-unan kaset d’ar bed all, abaoue ma eo medisin. »

Hag hen en dizro d’e di, beteg gouzout petra ’vije digouezet. Bep munut a zo evitan, da c’hedal, hir evel eun deiz penn-da-benn.

Pelloc’h, goude teir eur amzer, maouez ar medisin a deu strafuilhet-holl da lavaret d’ezan ema he gwaz astennet, koulz lavaret maro, war leuren e gambr.

Ar c’homiser a deuas da veza drouk-livet. Mont a eure da di e vignoun. E gaout a reas evel m’oa lavaret d’ezan, astennet en e di, dilavar ha difronket-holl. E zremm oa glas. E vuzellou sklaset ha goloet a dakadou du evel eun den hag en deus lonket kontam. Evelkent, beo oa c’hoaz.

An itron a hirvoude.

Ar c’homiser, c’hoant gantan da welet penaos ez aje an traou, a jomas e kambr an den klanv.

— « Setu aze, a zonje, petra eo beza fin. Ma ’m bije lonket ar boulou, oa great ganen !…



Da ziwez an noz, ar c’homiser a yeas, evelkent d’e wele. Skuiz oa. Mez e gousk, a c’hel-

— 72 —