Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


eus netra da rei d’eoc’h en dizro nemet va c’harante. Me ho karo ! O ! roit d’in kant vloaz buhez !… »

— Ro peoc’h, maleürus !

— Nan. Roit d’in : ne lezin ket ac’hanoc’h da vont kuit ken ho po…

— Dal : setu aze diou voul. Rei a rint d’it kant vloaz buhez. Mez epad ar bloaveziou-ze, gra mad da zever e-kenver Doue.

Ar Boudedeo a gomze c’hoaz pa oa klevet eur vouez o lavaret : « Kerz ! Kerz ! » Hag ez eas en e rout.



Chomet e-unan, en e vureo ar c’homiser oa nec’het maro. — « Daoust ha gwir eo, a lavare, en eur zellet ouz ar boulou, daoust ha gwir eo e ro ar re-ma ar vuhez ? Ha ma pakfen va maro divarno ! Marteze, an den-ze en doa c’hoant gwelet ac’hanon o kreuvi.

« Petra ’rin ? a lavare c’hoaz. Setu ama ar boulou etre va bizied. Mez va c’halon n’eo ket evit miret da grena ! Ha mar dafen da gaout ar medesin ? Ia. Mez hennez ’zo paot fin hag a lonko anezo, marteze… Ha va zad koesour ? Mar dafen d’e gaout ? — Ne dan ket da. Hennez ’rafe goab ouzin o lavaret e

— 70 —