Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BOULOU GLAS AR ROUE SALOMON


benn, mar plij, aotrou. Dre ma c’hellen beva keit ha ma karien, oan deuet da veza didruez, ha zoken, da veza eun istrogel deus ar re falla. Beza oan e Jerusalem pa oa lakeat an Aotrou Christ d’ar maro. Gwelet em oa e gas war ar c’halvar, el leac’h ma roas e vuhez evit prena ar bed. Tremen a eure ebiou va zi. Ar jolori a rea an dud oa ouz e heul a boulzas ac’hanon d’en em lakaat em frenest. Jesus a astennas e zorn varzu ennon hag a c’houlennas eur werennad dour en han’ Doue ! Skuiz oa hag ec’h eseas azeza war traon va frenest. — « Nan, nan, a lavarjon d’ezan, kerz, kerz d’al leac’h ma ’z eo douget d’it mont. » — Ha Jesus gant eur vouez, c’hoaz dous, mez yen ken a sklase va c’halon, a respountas : « Te, ive, a gerzo, den fall, te ive a gerzo, en dro d’ar bed hep gellout ehana morse. » Ha diwar neuze, ’meus ranket bale. Me eo ar Boudedeo ! Setu aze va buhez. Ar boulou-ze a deu bep kant vloaz da renevezi va nerz. Dont a ran, adarre, yaouank hag ez an…

Ar c’homiser a jome digor e c’hinou, digor e zaoulagad, alvanet holl. Ha setu hen d’an daoulin hag en eur lénva e lavaras : « Roit d’in al louzou-ze, mar plij. Roit anezo d’in : me yelo d’ho c’heul dre ar bed holl. N’em

— 69 —